Punisher (tudenn)

Cosplay eus ar Punisher

Ar Punisher (Francis "Frank" Castle, ganet Castiglione) zo un dudenn ijinet evit ar c'homics stadunanat embannet gant Marvel Comics. An dudenn a oa bet krouet gant ar skrivagner Gerry Conway hag an arzourien John Romita Sr. ha Ross Andru. An anv a zo bet krouet gant an embanner Stan Lee. The Punisher a oa bet gwelet evit ar wech kentañ er c'homics The Amazing Spider-Man #129 (embannet e miz C'hwevrer 1974).

An dudenn a zo a orin italian-stadunanat doare vigilante a implij ar muntr, ar skrapañ tud, feulster garv, laerezh arc'hant ha jahinerezh evit dont a-benn da drec'hiñ e enebourien. Lazhet eo bet e familh gant gangsterien dre ma oant bet test eus ur muntr e Central Park New York. Ar Punisher a zo kroget neuze gant ur brezel e-unan a-enep ar gangoù hag an dorfedourien. E vrezel a zo unan garv, ar pal a zo lazhadegañ an dud fallakr. Ar re gentañ o vezañ lazhet a oa bet muntrerien e familh. Dre ma oa bet ur soudard hag ur mailh-tenner en United States Marine Corps, Castle a zo gourdonet mat war ar stourm dorn-ha-dorn, ar brezel guerrilla hag an tennañ a-bell.

Doareoù feuls ar Punisher ha ken aes eo dezhañ lazhañ tud ma vez graet anezhañ un enep-haroz. E fin ar bloavezhioù 1980, ar Punisher a oa un dudenn eus ar wagenn enep-harozed gant kudennoù psikologel lies ha don. Pa oa en e varr, an dudenn a oa tu da welet e pevar embannadur viziek:

  1. The Punisher
  2. The Punisher War Journal
  3. The Punisher War Zone
  4. The Punisher Armory

En desped da vezañ feuls ha du, ar Punisher a oa bet adkemeret war ar skinwel, adkavet e oa bet evel tudenn a-eil e Spider-Man: The Animated Series, ha The Super Hero Squad Show. E doareoù feuls taer a oa bet izelaet dre ma oa abadennoù evit familhoù. Filmoù a zo bet savet gant Dolph Lundgren o c'hoari ar Punisher e 1989, Thomas Jane e 2004, Ray Stevenson e 2008. Jon Bernthal a c'hoari an dudenn en eil koulzad ar stirad skinwel gant Marvel Daredevil. Bernthal en deus adkemeret roll ar Punisher, en ur stirad skinwel gant ar memes anv "The Punisher".


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search